Show cover of Heklev PodKast

Heklev PodKast

HEKLEV PODKAST a zo ur gevredigezh savet a-benn krouiñ ha skignañ istorioù a-vremañ e brezhoneg. Lañset eo bet ar raktres gant brezhonegerien: produerien, skrivagnerien, sevenourien, komedianed, muzisianed, hag ijinourien war ar son mennet da labourat asambles a-benn luskellat buhez pemdez ar vrezhonegerien gant marvailhoù da glevet. Ur c'henlabour eo etre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn ha Kalanna. HEKLEV PODKAST est une association créée pour réaliser et diffuser des podcasts d'histoires contemporaines en breton. Le projet a été lancé par des artistes et technicien.ne.s désireu.ses. de travailler ensemble pour inspirer et questionner le quotidien des bretonnant.e.s. Il s'agit d'une collaboration entre Teatr Piba, Dizale, Radio Breizh, Timilenn et Kalanna.

Titres

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 2 Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Kavet eo ar c’harr-nij ! Petra vo desket gant Atiqtaq e-pad ar veaj-se ? Dizoloiñ a raio ar plac'h hag he dad ar Pol Su, damheñvel eus o bro a-orin (Ar skorneg, an hin o teuziñ ar skorn siwazh, ar yennijenn, ar gouloù-deiz, loened zo) med disheñvel ivez (loened, evned, ar pesketañ, an diouer a dud, an diouer a arzed wenn,...). Ha perak, ta, e lakfent o buhez en arvar evit touristed pinvidik n'o doa mann-ebed d'ober el lec'h-se ? Skrivet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Tresadenn : Anna Duval Guennoc Enrollet e studio Dizale e miz Here 2024, gant sikour Rannvro Breizh.

09/05/2025 • 16:48

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 1 Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Ur gwallzarvoud zo c'hoarvezet er Pol Su : friket ur c'harr-nij war ar skorneg en ul lec'h start da dizhañ gant mikinikoù. E-bourzh an aervag e oa ur bagad touristed pinvidik o vont da vazenn Concordia. Marvet int moarvat. Med den ne oar. Ret eo gwiriañ. Goulennet zo bet gant Mashkuss -tad  Atiqaq, un inuitez yaouank a 12 vloaz-, dont da sikour. Neuze Mashkuss hag e verc'h o deus dilezet Inukjuak e Bro Nuvanik, o bro war vord morlenn Hudson ha beajet o deus gant o strolladig chas-stlejañ a-dreuz ar mor Atlantel gant ar vag Astrolabe daved an Antartik.  Skrivet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Tresadenn : Anna Duval Guennoc Enrollet e studio Dizale e miz Kerzu 2024, gant sikour Rannvro Breizh.

02/05/2025 • 19:59

Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket, met ur wech e oa memes tra, ur boufoun diroll hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ... Skrivet gant Tangi Merien ha treset gant Marvin Moal Embannet gant Timilenn Mouezhioù gant Typhaine Corre, Tangi Merien ha Tangi Le Gall-Carré Sonerezh gant Tangi Le Gall-Carré Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier Mersi bras da Cédric Sinou, Liza Jakez-Vargas, Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-Gouret Produet gant Kalanna Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

17/01/2025 • 31:30

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot Lusa a zo ur briñsez lentik-tre, merc’h ur roue strizh-kenañ. Kreskiñ a ra gant ur sekred. Ur sekred diaesoc’h-diaesañ da guzhat... Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot 
Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

20/12/2024 • 15:10

Sed amañ istor ur bugel en e-unan, ur balumig taolet war an traezh hag ur vignoniezh a cheñcho o buhez da viken.  Ul levr gant Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh Tifenn Merien C’hoariet gant Marion Gwenn Sonerezh Mael Guégo Enrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari Ollivier Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas Produet gant Kalanna Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

19/12/2024 • 09:47

Brieg ha Telo eo ar vignoned wellañ er bed. Tremen a reont eurvezhioù o c’hoari asambles war an dorgenn. Un deiz e erru ur paotrig nevez, gant ar c’hoant da vezan ganto. Ha gellout a ra mignoniezh a zaou bezañ a dri ? Ul levr gant Linda Sarah ha Benji Davies Embannet e brezhoneg gant Timilenn Troidigezh Tifenn Merien C’hoariet gant Marion Gwenn ha Riwal Kermarc’heg Sonerezh Mael Guégo Enrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari Ollivier Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas Produet gant Kalanna Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh

19/12/2024 • 08:42

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic Plijout a ra da Beskig mont da bourmen er mor don. Goût a oar eo difennet mont di peogwir eo dañjurus met pegen kaer eo ar bezhin, ar c’hregin, ar gouloù du-hont. Daoust-hag e teuio Peskig a-benn da sentiñ ouzh alioù fur an dud a vev en-dro dezhañ ? Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic

 Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon Tresadenn : Anna Duval-Guennoc 
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

18/12/2024 • 13:24

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot Emañ Alfonso o vevañ en ur vro vurzhudus. Eno e rank pep hini kavout e di adalek an oad a 10 vloaz. Met Alfonso a zo 11 vloaz dija, ha n’eus ket kavet e hini c’hoazh...  Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot

 Sonerezh : Perynn Bleunven 

 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc 
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

18/12/2024 • 14:10

Saig adore son grand-père. Grand-père adore Saig. Et jamais rien ne pourra changer cela. Un livre magnifique et réconfortant, qui illustre à quel point ceux que l’on aime demeurent proches, même s’ils sont partis... très loin.  Un livre de Benji Davies Edité en langue bretonne par Timilenn Traduction Tifenn Merien Voix Riwal Kermarc’heg ha Marion Gwenn Musique Mael Guégo Enregistrement et mixage Jean Mari Ollivier Un grand merci à Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas Production Kalanna Edité et enregistré avec le soutien de la Région Bretagne

17/12/2024 • 09:57

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault  Maria, 5 bloaz, ‘zo fuloret ruz ! Huchal a ra, bannañ a ra he c’hoarioù ouzh ar voger, met a-daol trumm en em gav ur voudig ouzh he frenestr gant ur bedadenn eviti da vont da weladenniñ bed ar fromoù. Evit Maria eo penn-kentañ un avañtur dreist-ordinal... Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault 
Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec

 Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024,
 gant skoazell Rannvro Breizh.

17/12/2024 • 14:42

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer  Mont a ra Malou da grapat met aon he devez eus an toull-goullo a vez dindani pa bign uhel. Mont a raio gant he mamm-gozh da bourmen er c’hoad. Siwazh e kouezho ar vamm-gozh e riboul ur broc’h. Ha kavout a raio Malou nerzh da saveteiñ anezhi, ’gav deoc’h ? Skrivet ha c’hoariet gant : Klet Beyer 
Sonerezh : Perynn Bleunven 
 Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec 
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2024,
gant skoazell Rannvro Breizh.

15/10/2024 • 14:58

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer  Gurvan a zo ur paotrig na vez komprenet gant den ebet. Kaer en deus kaout c’hoant da sikour ha da gemer perzh e darvoud-mañ-darvoud e rank mont a-gostez. A-benn ar fin e raio anaoudegezh gant un den a fizio ur gefridi ennañ, ar pezh a roio fiziañs ennañ. Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
 Sonerezh : Perynn Bleunven  
 Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2024,
gant skoazell Rannvro Breizh.

15/10/2024 • 15:25

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn Emañ Yang Yang gant e gamarad Pegus er jardin ha diskouez a ra Mamouchka, mamm-gozh Yang Yang, un orvedenn dezho. Mont a raio Yang Yang gant e gamarad Pegus a-drugarez d’ar wezenn (z)Derv da foetañ-bro. War o hent e kavint ur serpent dañjurus ! Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn

 Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec 
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Tresadenn : Anna Duval-Guennoc

 Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2024, 
gant skoazell Rannvro Breizh.

18/09/2024 • 17:27

16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar verc’h abaoe m’eo aet ar vamm da anaon un nebeut bloavezhioù-zo. Daou vignon-bras he deus Koulm : Gabriella hag Elouan. Asambles ez eont alies da surfiñ. Un deiz avat eo difennet dezho mont en dour ‘blam d’ar saotradur bet degaset gant ur pezh-mell batimant leun a douristed deuet da zilestrañ e Plouwenn. Fuloret bras eo Koulm hag asambles gant he mignoned e tibabont aozañ un taol evit desachañ evezh an dud war efedoù spontus an douristelezh a-dolpad. Evel just, kement-mañ ne blijo ket d’an Aotrou Maer… Ha ma teufe ar vamm da reiñ un tamm sikour evit sederaat an traoù ? Skrivet ha c’hoariet gant : Loeiza Beauvir Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

03/09/2024 • 17:49

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Tigrig, ur c’hazh mestr war Kertigrig a zo buhez ur roue gantañ, etre kouskoù-aez hag ensellerezh e zomani. Met un devezh, e cheñch e vuhez pa tegouezh ur gouelan ur wastell en e veg. Tigrig, beg lipous anezhañ ha kurius da vat a grog gant ur redadeg foll, betek en em gavout pell diouzh e di. Kollet en ur c’hoad derv teñval e kej gant Kazhus, ur c’hazh gouez a lak anaezhañ da brederiañ diwar-benn e vuhez aes. Skrivet ha c’hoariet gant Ronan Favereau Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Skeudenn : Anna Duval Guennoc Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

29/08/2024 • 12:38

Pako ha Nina, emzivaded yaouank, o deus kavet repu e-bourzh « Tasmant ar meurvorioù » bag Jack ar Borgn ar morlaer. Un iskis a gorventenn a lakao anezho da vevañ un avantur vrav. Skrivet ha c’hoariet gant Morgane Cotten Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Skeudenn: Anna Duval-Guennoc Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

28/08/2024 • 12:24

Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ? Ewen a gav neuze Yann-Fañch en Ehpad e-lec’h ma labour e dad. Gant joa e asant ar c’hozhiad dont da vezañ ezel eus ar familh Pennek. Liammoù kreñv a vez buanik etre Ewen ha Yann-Fañch, hag en em glevout a reont war ur poent : n’int ket plijet gant ar skol kentañ derez. Hogen, an amzer-dremenet a bak anezhañ en-dro a-greiz-holl, pa ra anaoudegezh gant an dentour, an Aotrou Brudul. Skrivet gant : Loeiza an Duigou C’hoari : Yann-Herle Gourves Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

28/08/2024 • 18:26

Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset eo bet gant e re ha sordet evit bezañ implijet e c’halloudoù hud evitañ e-unan. Haleg n’hell bezañ dieubet nemet gant ur spered glan. Divi an hini eo marteze ? Skrivet ha c’hoariet gant : Yann-Herle Gourves Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

27/08/2024 • 19:32

En ur jardrin hud louet tout emañ Gwaregig ar glav o chom. Un deiz bennak e kav ur barr-livañ hud, gouest da bentañ livioù flamm-flimin. Laouen ken-ha-ken e krog da reiñ livioù dezhañ da zigentañ ha d’ar bleunioù, d’ar reier, d’al leton da heul… Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Skeudenn: Anna Duval-Guennoc Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

23/08/2024 • 12:59

En ur gêriadennig vihan emañ Avel, krennard yaouank anezhañ, o chom. Gouest eo-eñ da lenn hunvreoù an dud er stered. Un noz e touar ur steredenn-nij nepell outañ. Enni e oa Mira, gwardez an hunvreoù. Asambles o-daou e krogont gant o hent da adkavout an hunvreoù kollet. Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg Sonerezh : Perynn Bleunven  Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Skeudenn: Anna Duval-Guennoc  Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

23/08/2024 • 14:22

Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk ar merc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoù leun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ? Skrivet gant : Loeiza an Duigou C’hoari : Anna Duval Guennoc Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

21/08/2024 • 16:54

Max Donovan a zo ul lapin tristik. Paouezet en deus gant e droioù-hud. Abaoe m’eo marvet e vignon Bartolomeo, ar strobineller bras, e chaok karotezenn e soñjoù du. Pep deiz a denn d’an derc’hent. Pep deiz a denn da warc’hoazh. Betek ma errufe un homo sapiens eus ar re dorr-pennañ. Ur plac’h trouzus ha fri-furch anvet Suzi. Skrivet gant : Loeiza an Duigou C’hoari : Quentin Morvan Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

20/08/2024 • 19:59

Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. Diaes eo da Bêr kaout mignoned ha kavout e blas. Goapaet e vez gant ar vugale all. An istor-mañ a gont buhez ur bugel disheñvel na vramm ket evel ar re all. Skrivet ha c’hoariet gant : Bleuenn ar Borgn ha Thibault Le Meur Sonerezh : Krismenn Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024. Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.

20/08/2024 • 20:43

Sant Nenven, bro Leon, etre an daou vrezel. Ivona Kerbrad a zo un emzivadez a seitek vloaz, ganet paour met labourerez start ha speredek. Kaset eo bet gant he eontr da labourat e atant Kerlaran, e-kichen Lesneven, evit bezañ matez en un tiegezh. Distroet eo mab Kerlaran d'ar gêr, Feliz, soudard e bro Marok. Kroget eo kalon Ivona da lammat pa oa deuet poent kimiadiñ.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 38:27

Santimantoù he deus Ivona evit Feliz. Feliz a seblant bezañ desachet gant Ivona ivez. Labourat ha c’hoarzhin a reont asambles er parkeier. Dont a ra ar mare evitañ da zistreiñ d’e rejimant e Afrika. En em ziskleriañ a reont o c’harantez an eil evit egile an devezh a-raok ar c’himiadiñ hag e reont ar garantez.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 32:13

Feliz a skriv lizhiri da Ivona. Hi ne c’hell ket respont rak ne oar ket skrivañ ha mezh bras he deus. Dont a ra ar vatez da gaout poan gof, da richetiñ a daol-trumm. Goude ur fallaenn er park e krog an dud da spurmantiñ ez eus traoù nevez ganti. Fulor bras ‘zo krog e mestrez an ti. Gourdrouzet eo Ivona, kunujennet ha dispriziet, o vezañ m’eo ur « plac’h a vuhez fall ».Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 38:41

Ar bennhêrez a glask kuzhat eo he mab « kablus » da vezañ bet un darempred reizhel gant Ivona e diavaez ar stad a briedelezh. Lakaat a ra an dud da grediñ ez eo Dominig an tad, ar mevel a 50 vloaz. Rediañ a ra Ivona da vont da vevañ gantañ en e di. Un devezh e teu an aotrou maer hag ar person betek Kerlaran da gemenn ez eo bet lazhet Feliz e bro Marok. Difennet e vez da Ivona gant ar bennhêrez mont da obidoù Feliz.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 30:13

Genel a ra babig Ivona, anvet Añjela. Goulenn a ra Ivona gant z/Dominig bezañ he zad-paeron. Ar beleg a nac’h badeziñ ar c’hrouadur e-pad an deiz peogwir eo bet koñsevet er pec’hed. Distreiñ a ra korf Feliz da Sant-Nenven. Adkavout a ra Ivona he c'haredig. Dont a ra ur soudard da gemenn da Ivona komzoù diwezhañ Feliz er Marok.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 29:18

Kreskiñ a ra Añjela, ur verc’hig laouen, e ti Dominig. Da 6 vloaz e teu da gompren ez eo disheñvel eus ar re all. Kunujennet e vez er skol gant ar vugale all evit bezañ ur « vastardez ». Klañv e teu he mamm Ivona da vezañ. E-pad mizioù en em led ar c’hleñved enni muioc’h mui, betek ma kollfe tamm ha tamm he nerzh. Dont a ra beleg hag e c'houlenn diganti anzav he fec’hed ur wech c’hoazh. Mervel a ra.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 34:59

Deskadurezh Añjela a vez graet gant Dominig er parkeier ha diouzh an noz e-pad ar beilhadegoù. Eürus eo ar baotrezenn. Komzoù ar beleg e-pad mare diwezhañ Ivona a grog da drubuilhañ Añjela. En em c’houlennata a ra diwar-benn he mamm, daoust hag er purgator e vefe abalamour d’he ferc’hed yaouankiz ?Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg

15/08/2024 • 24:55

Podcasts similaires