Show cover of Brav ha bev

Brav ha bev

Ur gronikenn e brezhoneg skignet en abadenn “C’hwezh an deiz” war Radio Kerne. Evit mont e darempred ganin: ewen+podkast@fedi.bzh

Tracks

Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh
Hiziv e kinnigan deoc’h beajiñ en amzer dremenet. Ha pell zo memes. Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh ! Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Balaton gant Jonas (CC BY NC SA) Fraie gant Salmo (CC BY) Song of Hope in a World Without Care gant Squire Tuck (CC BY) Vácuo gant Nagra (CC BY NC SA) Announcement of the 2022 Nobel Prize in Physiology or Medicine
07:51 11/09/2022
Martezeadenn ar Rouanez ruz
Pell zo n’em eus ket fardet deoc’h ur gronikenn “deorikel’. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo n’em eus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis. Hiziv ’vo klasket kempouez an traoù. Kontet ’vo eus ur vartezeadenn. Er gronikenn-mañ ’vo kontet eus ur rouanez hag eus Lewis Caroll (skrivagner al levr mil anavezet “Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù) hag eus ur redadeg. Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz. Gwirioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Uncertainty gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Pole Stars gant Aaron Ximm (CC BY NC SA) Delta gant Moonove (CC BY NC SA)
05:59 10/12/2022
Preñved Rosko
Setu rann 20 Brav ha bev dija 🎉 Hiziv ‘vo safaret eus preñved a vez kavet un tamm pep-lec’h. Met studiet int bet e Rosko, peadra da gomz diwar o fenn ! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Pole Stars gant Aaron Ximm (CC BY NC SA) 3 gant Matt LeGroulx (CC BY NC SA) We breathe in the sun gant krackatoa (CC BY NC SA) Ebb and Flow gant Fabian Measures (CC BY) Golo ar rann : Luc’hskeudenn tapet gant Benjamin Guichard (CC BY SA)
06:28 09/28/2022
Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur
Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, nag eus ur blantenn kennebeut. Kontet ‘vo kentoc’h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. Lâret ‘vo deoc’h penaos e c’hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù. Safaret e vo eus ar biomimikerezh. Hag ur mikro nevez a zo ganin, emichañs ‘vo gwelloc’h ar son 🙂 Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) Dockers gant Podington Bear (CC BY NC) A Year of Euphoria gant Nagra (CC BY NC SA) Golo: BardaneCapitulesCrochetsDétail gant Lamiot (CC BY SA)
06:47 09/14/2022
An demodeksed
An distro eo ! Evit adkregiñ ganti e vo graet anaoudegezh gant akarianed ispisial, anvet demodeksed, pe e latin Demodex folliculorum. Evit ar c’houlzad-mañ, eil koulzad Brav a bev, ’vo klasket liammañ ar gronikenn gant studiadennoù nevez embannet. Hiziv vo kaoz eus Human Follicular Mites: Ectoparasites Becoming Symbionts gant Smith et al. (2022). Deomp dezhi neuze ! 🐛 Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) The Mountain gant Podington Bear (CC BY NC) Pshaw gant Podington Bear (CC BY NC) Skipping in the No Standing Zone gant Peter Gresser (CC 0) Blammo Podington Bear (CC BY NC) Skeudenn ar golo Demodex mites feeding in a hair follicle of their host (size of mites exaggerated) gant Acarologiste (CC BY SA)
05:29 08/31/2022
Al laboused mor
Deomp war vord ar mor! Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se ’vel-just! 🐤🌊 Gwirioù (kalz a zo, trugarez d’ar re a laka o labour dindan aotre Creative commons!): Sonerezh Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) theme 4 gant johnny_ripper (CC BY NC SA) Nort rv. gant Blear Moon (CC BY NC) Dockers gant Podington Bear (CC BY NC) Arctica gant Kai Engel (CC BY NC) HoldingSteady gant Podington Bear (CC BY NC) Kanoù, kriadennoù al laboused (war xeno-canto.org) Gouelan gris - kolonienn gant Peter Boesman (CC BY NC SA ND) Gouelini gris - yaouank gant Timo Schnabel (CC BY NC SA) Gouelan gris - o nijal gant Stein Ø. Nilsen (CC BY NC SA) Gouelan gris - war an douar gant Sonothèque ADVL (CC 0) Gouelan gris - galv hir gant Irish Wildlife Sounds (CC BY NC SA) Gouelan bras + gouelan gris gant Stanislas Wroza (CC BY NC SA) Gouelan bras gant Stanislas Wroza (CC BY NC SA) Gouelanig maskl du gant Corentin Rivière (CC BY NC SA) Gouelaniged maslk du - kolonienn gant Eetu Paljakka (CC BY NC SA) Morskoul gant Stanislas Wroza (CC BY NC SA) Morskouled - kolonienn gant Martin St-Michel (CC BY NC SA) Poc’han boutin gant Irish Wildlife Sounds (CC BY NC SA) Gouelan gris - kâk kâk kâk gant Lars Lachmann (CC BY NC SA)
08:31 04/13/2022
Ar merien
Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc’h dindan an douar… Graet e vo anaoudegez gant ar merien ! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Pole Stars gant Aaron Ximm (CC BY NC SA) Solidarity gant Podington Bear (CC BY NC) On The Clock gant Pictures of the Floating World (CC BY NC SA) Skeudenn ar rann diwar foto Luke Elstad
07:25 03/30/2022
Ar morgizhier
Hiziv e kinnigan deoc’h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet. Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec’h. Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec’h dezhi! 🐙 Tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Octopus gant Jahzzar (CC BY SA) Waltzing in the Rye gant Kai Engel (CC BY NC) Arctica gant Kai Engel (CC BY NC) K For Kool gant Kuromaru (CC BY)
08:33 03/16/2022
An ornitorinked
Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell. Hiziv vo komzet eus unan eus loened drolañ, iskisañ zo er bed: an ornitorinked! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Astrisx gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Seashore gant Podington Bear (CC BY NC) Mystery Blues gant Squire Tuck (CC BY) Lille gant johnny_ripper (CC BY NC SA) Intención gant Sapajou (CC BY)
08:13 03/02/2022
An heureuchined-mor (2/2)
Kendalc’het ‘vo hiziv gant an heureuchined-mor. Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezioù ekologel. Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d’ar bed skiantel. Hag eus o seksualegezh ivez. 👀 Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Wings - II Animato gant Aitua (CC BY NC SA) Arctica gant Kai Engel (CC BY NC) Camille Saint Saens - Carnaval des animaux - VII Aquarium gant Aitua (CC BY SA) Seashore gant Podington Bear (CC BY NC) Window Shopping gant Podington Bear (CC BY NC) Wind and sea gant Geenburg (CC BY)
06:53 02/16/2022
An heureuchined-mor (1/2)
Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù. Cheñch a ra o anv deus un eil bro d’eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c’hoazh kistin-mor. Komzet ’vo eus an heureuchined-mor neuze! Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Gaia gant Nova Noma (CC BY) Flute Fleet gant Podington Bear (CC BY NC) Hélice’s Theme gant Komiku (CC 0) Seashore gant Podington Bear (CC BY NC) Window Shopping gant Podington Bear (CC BY NC) Skeudenn: ur foto eus Sphaerechinus granularis tapet gant Diego Delso (CC BY SA) ha lakaet war Wikimedia
07:25 02/02/2022
An ADN (3): an ADN, an ARN hag ar proteinoù
Kendalc’het ‘vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc’h, traoù a c’haller gwelet gant an daoulagad. Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad. Petra a c’hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ. Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. (ha klevout a rit n’eo ket dav derc’hel soñj eus an anv luziet-mañ 😅) Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Takayama gant Niwel (CC BY SA) K For Kool gant Kuromaru (CC BY) Flourish gant Purrple Cat (CC BY SA) Inaccessible love gant CyberSDF (CC BY)
07:23 01/19/2022
An ADN (2): an herezh
Kendalc’het ’vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed. Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN. Da betra ‘servij an ADN ? Bec’h dezhi! Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Intención gant Sapajou (CC BY) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) Moonbeams gant Tokyo Music Walker (CC BY) Inaccessible love gant CyberSDF (CC BY)
06:23 01/05/2022
An ADN (1)
Gant ar gronikenn "Brav ha bev" eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev. Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar vevoniezh gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle. Hiziv e vo komzet eus ur vrikenn a vez kavet gant an holl voudoù bev: an ADN. Kalz traoù zo da lâret diwar-benn ar volekulenn-mañ, hag an dra-se zo kaoz e vo graet un heuliad kronikennoù. Hiziv vo komañset gant an diazez: ar gimiezh ha penaos eo bet lakaet war wel an ADN. Deomp dezhi! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Intención gant Sapajou (CC BY) Moonbeams gant Tokyo Music Walker Marée gant Kai Engel (CC BY) Inaccessible love gant CyberSDF (CC BY)
07:17 12/22/2021
An tardigrad
Hiziv vo dizoloet un organism kreñv-abominapl hag un tamm iskis: an tardigrad. Ur familhad a spesadoù eo kentoc’h, liesseurt a-walc’h, ha bamus int! Gwirioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Overlove gant John Tasoulas (CC BY) Marée gant Kai Engel (CC BY) Gaia gant Nova Noma (CC BY) To The Great Beyond gant Stellardrone (CC BY) Golo ar rann: skeudenn eus un tardigrad gant mikroskop elektronikel dre skannañ, gant Schokraie E, Warnken U, Hotz-Wagenblatt A, Grohme MA, Hengherr S, et al. (2012)
06:21 12/08/2021
Ar go (2/2)
Hiziv ‘vo kendalc’het gant sujed ar rann ziwezhañ: ar go. Lakaet e vo ar gomz war talvoudegezh ar go, ha renablet ‘vo un nebeud skouerioù eus boued lakaet e go, dre ar bed. Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Gaia gant Nova Noma (CC BY) Flourish gant Purrple Cat (CC BY SA) Inn of Good Fortune gant Solas (CC BY SA) Dolling gant Cybersdf (CC BY)
06:15 11/24/2021
Ar go (1/2)
Hiziv e vo lakaet ar gaoz war ar boued lakaet e go. Bara, bier, laezh ribod… Kalz boued ‘vez fardet gras d’ar go. Met penaos ez a en-dro? Desket e vo an dra-se er gronikenn-mañ ha kendalc’het e vo er rann a zeu! Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Clocks gant Forget the Whale (CC BY NC) Light gant Idyllic (CC BY SA) To The Great Beyond gant Stellardrone (CC BY)
05:04 11/10/2021
Mikrobiot ar bouzelloù
Hiziv e vo beajet en hor c'horf evit dizoleiñ ur bed dianavezet: mikrobiot ar bouzelloù. Graet e vo anaoudegezh gant an organismoù a vez kavet en hor bouzelloù, gwelet e vo da betra e servijont ha roet vo alioù evit ober war o zro! Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) The Fair gant Livio Amato (CC BY NC SA) Boy in a field gant Kevin Bryce (CC BY NC SA)
07:12 10/27/2021
Ar razh-goz noazh
Hiziv ‘vo graet anaoudegezh gant ul loen droch: ar razh-goz noazh. Ur c’hrigner hag a vev pell e-keñver ar c’hrignerien all. Met iskis eo evit abegoù all c’hoazh. Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) https://www.youtube.com/watch?v=e3_UejmrTk0 eus ar pennad skiantel skrivet gant Barker et al. (2021) Dancing Africa gant Asian Women on the Telephone (CC BY NC) Boy in a field gant Kevin Bryce (CC BY NC SA) Own the rain gant Kevin Bryce (CC BY NC SA) Long story gant Sergey Cheremisinov (CC BY NC) Release (instrumental version) gant Josh Woodward (CC BY)
07:08 10/13/2021
Beaj ar Beagle
Un abadenn hiziv gouestlet da beaj ar Beagle, ur vag hag he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur. War he bourzh e oa ur skiantour mil vrudet: Charles Darwin. Prest oc’h da lestriñ?
07:44 09/29/2021
Gwezenn ar vuhez
Petra eo gwezenn ar vuhez? Penaos eo renket an holl organegoù, an holl bodoù bev? Dizoloet e vo er rann-mañ! Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) The Signals by Sergey Cheremisinov (CC BY NC) On Shore by Sergey Cheremisinov (CC BY NC) Playing in the branches by Redder01 (CC-BY-NC) Curves by Jahzzar (CC-BY-SA) Surge and Swell by Pictures of the Floating World (CC BY NC SA) On The Clock by Pictures of the Floating World (CC BY NC SA) Clouds by Sergey Cheremisinov (CC BY-NC)
07:59 09/15/2021
Ar plankton
Petra eo ar plankton? Deuit war va lec’h evit dizoleiñ ar bed-mañ.
05:21 09/01/2021

Similar podcasts